Demokratiezh Aten

Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ
Maen-sonn anvet maen-sonn an demokratiezh, warni ul lezenn a-enep an tiranterezh, hag ur gizelladenn a ziskouez an Demos kurunet gant an Demokratiezh, Mirdi agora an henamzer en Aten

Er VI kantved kent J.-K. e oa bet skoet keodedoù henc'hres gant un enkadenn bolitikel c'hrevus a oa daou abeg dezhi. ar sklavelezh abalamour d'o dleoù, a liamm ar statud politikel ha ar binvidigezh, a skoe un niver brasoc'h-brasañ a beizanted vihan na oant ket perc'henn war o douaroù. Bras e oa an dizingalded war an dachenn bolitikel hag an displijadur e-touez an dud diwar ar maez. Diouzh an tu all e kreskas implij ar moneiz hag an eskemmoù kenwerzh, ar pezh a lakaas artizaned ha paramantourien kêr da sevel ur renkad sokial nevez en e aez hag a c'houlenn groñs fin monopol an noblañs war an dachenn bolitikel. Evit respont d'an enkadenn zoubl-se, kalz keodedoù en henc'hres a gemmas a-grenn o aozadur politikel. En Aten e voe degemeret un hollad adreizhadennnoù, ar pezh a roas lañs d'un argerzh a lakaas da ziwan ur renad politikel nevez er V kantved : an demokratiezh.


© MMXXIII Rich X Search. We shall prevail. All rights reserved. Rich X Search